Skip to content
Artwork for Soñjoù dishual
ScienceSocial Sciences

Soñjoù dishual

Ronan ar C'hoadig

« Soñjoù dishual » a sav a-enep d’ar pezh a vez kontet deomp gant ar pennoù bras. Lakaat a ra ar biz war meizadoù a c'hellfe seblantout bezañ anat a-walc’h – met n'int ket : an demokratelezh, ar vroadelouriezh, ar Stad, ar gapitalouriezh, ar ouennelouriezh, ar feulster… A-hed an amzer e sav an abadenn goulennoù. Petra eo an demokratelezh ha penaos e c'hellfemp adijinañ anezhi ? Perak e lak ar vroadelouriezh an dud d’en em gannañ ? Penaos e stourm ar minorelezhioù broadel, er bed a-bezh ? Peseurt darempredoù luziet a vez etre ar vroadelouriezh hag an demokratelezh ? Daoust hag e tigor an ekologouriezh, ar venelouriezh hag ar gumunelouriezh liberter hentoù talvoudus etrezek un demokratelezh wirion ?

Bep eil Sadorn da 5e goude kreisteiz.
War Radio Treger Goueloù (106.5 e Gwengamp ha 107.5 e Pempoull) hag e podkast.

(E galleg d’ar sadorn war-lerc’h, er podkast « Pensée indocile ».)

Play
  • 6 episodes
  • fortnightly
  • Avg 31 min
  • Breton
  • S1 · E6
    Yesterday · 32 min

    Ar minorelezhioù broadel

    Ez-ofisiel, n’eus tamm minorelezh vroadel ebet er Frañs. An Elzasiz, an Euskariz, ar Vretoned, ar Gorsikaned, an Okitaned, Amerindianed Gwiana, ar Vahorezed hag ar Bolinezianed n’eus ket dioute evel strolladoù tud. N’int nemet « liammoù-stag douaroniel ». Perak eo ken tabou ar meizad-se er Frañs, pa vez implijet e lec’h all er bed ? Er gronikenn-mañ e vo studiet da gentañ an termenadurioù disheñvel a zo eus ar meizad « minorelezh broadel ». Goude-se e vo gwelet penaos eo bet lakaet ar meizad a-gostez er Frañs hag e vo klasket perak : ingalded republikan, kemmesk etre ar vroad hag ar Stad, aon rak ar « gumuniezhouriezh »… Er fin e vo gwelet, gant Will Kymlicka, tout ar pezh a c’heller kompren a-drugarez d’ar meizad-se da geñver liesseurted an degouezhioù minorel, darempredoù a vestroniezh, donder istorel ha darempred gant ar sevenadur boutin. A-benn ar fin, daoust hag anavezout ar minorelezhioù broadel a vefe ur gourdrouz evit an unvezh politikel pe ur spi en un demokratelezh doujus evit ar liested ?

  • S1 · E5
    October 31 · 30 min

    Peseurt feulster ?

    Abaoe miz Gwengolo ’vez gwelet liseidi ha studierien o vanifestiñ er straedoù evit kaout muioc’h a gelennerien ha kondisionoù labour gwelloc’h. Goull a reont e vefe gouestlet muioc’h a arc’hant d’an deskadurezh gant ar gouarnamant. Klemm a reont ivez eus feulster ar polis, diskuliañ a reont an dizingalderioù sokial, hag hetiñ a reont e vefe muioc’h a zemokratelezh er vro. Koulskoude eo dreist-holl war ar feulster ez eus bet pouezet gant ar re o deus rentet kont eus stourm ar re youank-mañ. Met eus peseurt feulster e komzer ? Ha peseurt feulster a c’hell bezañ reizh ? An hini a zifenn an urzh diazezet pe an hini a sav a-enep dezhañ ? Gant Max Weber, Hannah Arendt, Nelson Mandela ha Martin Luther King, e sell ar gronikenn-mañ ouzh monopol ar Stad war ar « feulster reizh » ; goude-se en em c’houll hag-eñ eo efedus feulster ar stourmerien, ha peseurt riskloù a zo liammet outañ. Hag er fin en em harp war enklaskoù skiantoù politikel nevez evit studiañ promesaoù ha bevennoù an nann-feulster.

  • S1 · E4
    October 17 · 38 min

    Skol ar Republik : deskiñ sentiñ ?

    Daoust ha ne servij ar skolioù nemet da gelenn d’ar vugale, da zigeriñ anezhe war ar bed ha da zieubiñ o spered ? Er gronikenn-mañ e komzimp eus palioù ken pouezus all, ma n’eo ket muioc’h : stummañ sitoaianed sentus, skignañ ar vroadelouriezh Stad, ha disgwriziennañ ar minorelezhioù. Gwelout a rimp penaos e vez kustumet ar vugale ouzh an aotrouniezh gant ar reolennoù hag an disiplin, penaos e servij ar skolioù da lakaat ar vugale da zeskiñ ar romant broadel ha penaos int bet implijet evit diskar yezhoù ha sevenadurioù ar minorelezhioù en ur vont a-wechoù betek ar c’henellazh (etnosid). Gwelout a rimp, evit klozañ, e c’heller kinnig un doare all da gelenn, diazezet war an emrenerezh, al liesseurted sevenadurel, ar c'hrouusted hag an treuzkas a-blaen. Kement ha stummañ tud dishual…

  • S1 · E3
    October 3 · 32 min

    Minorelezh : ur ger hag a guzh ar galloud

    Er bloavezhioù 1980, e Suafrika, ar re Zu ac'h ae d'ober 80 % eus ar boblañs, tra ma n’ae ar re Wenn d'ober nemet un 10 % bennak. Ha koulskoude eo ar re Zu a veve evel ur vinorelezh... Penaos eo posupl kement-se ? Abalamour ma n'eo ket diazezet ar fed da vezañ ur « vinorelezh » war niver an dud, met war an darempredoù galloud. Er gronikenn-mañ e tizoloimp ar pezh a vez kuzhet gant ar ger-se hag ar pezh a vez lakaet da vezañ reizh, sañset. Ha komz a rimp eus ur mod all da welout an degouezhioù mestroniezh, gant ar prederour Antonio Gramsci.

  • S1 · E2
    September 19 · 38 min

    Daoust ha disentus eo ar Vretoned ?

    Eus ar Vretoned e vo komzet e studiadenn-skouer gentañ « Soñjoù dishual ». A-hed ar c'hantvedoù — adalek kronikourien ar Grennamzer betek farsadennoù Pierre Desproges, en ur dremen dre skridoù Hugo ha Balzac — zo bet savet eus ar Vretoned skeudenn ur bobl emsaverien. Start da c’houarn hag aheurtet. Diazezet eo ar skeudenn-mañ war stourmoù hag a zo bet dioute da vat. Met an istor a ziskouez e c’hell ivez ar Vretoned plegañ dirak an aotrouniezh, pa vefe o tont eus an Iliz pe eus ar Stad. Neuze, daoust hag-eñ eo ken disentus-se ar Vretoned ? Kentoc'h arlivet e vo ar respont.

  • S1 · E1
    September 5 · 16 min

    Perak « Soñjoù dishual » ?

    Abadenn gentañ « Soñjoù dishual ». Perak e sentomp ouzh galloudoù hag a lavar dileuriañ ac'hanomp, pa gemeront an divizoù en hon flas ? Er gronikenn gentañ-mañ e lakomp diazezoù un enklask e teir lodenn hag a bado meur a vloaz. Klask a rimp kompren ar pennholierezh (pe an hejemoni) — da lâret eo ar mod ma vezomp lakaet d’asantiñ bezañ renet ha mestroniet —, ober a rimp anaoudegezh gant stourmoù ar minorelezhioù broadel er bed a-bezh, hag ijinañ a rimp dibaboù demokratel gwirion. Ne vo nag ur brezegenn stourmer prest-ha-tout, nag ur gentel. Kentoc’h goulennoù, mennozhioù, hag ur preder da sevel a-stroll gant tout ar re a soñj gante ez eus un dra bennak da cheñch er bed-mañ.

Showing 1–6 of 6 episodes